Monumant ar re varv

Monumant ar re varv, pe monumant d'ar re varv, a zo ur monumant, pe savadur, savet en enor d'ar re varv, hag alies d'ar re lazhet er brezel, soudarded peurvuiañ met tud disoudard ivez.

Meur a seurt zo anezho:

  • ar re n'eus korf ebet enne, hag a zo bet savet abaoe ar brezel-bed kentañ e pep kumun er stad c'hall, hag ivez e tiez-kêr pe skolioù;
  • ar re zo bet dastumet korfoù enne, miliadoù a-wechoù, dianav alies, hag a c'hall bezañ bet savet en aervaoù, evel e Douaumont, e Bro-C'hall.

Ouzhpenn-se ez eus monumantoù divyezhek e Breizh (en Arzhanaou, Brest, Gwidel, Lambaol-Gwimilio, Milizag ha Plougoñ) , hag unan bennak brezhonek penn-da-benn.

Enskrivadur divyezhek war monumant ar re varv e Plougoñ, e Kerne-Izel.
E Lambaol-Gwimilio, e Bro-Leon, monumant divyezhek, d'ar soudarded marv evit ar vro (Bro-C'hall).
Monumant ar re varv e Gwidel.
Tuchenn Montsec: Monumant d'ar Stadunaniz marvet er Brezel-bed kentañ, e Montsec, en departamant Meuse, Bro-C'hall.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne